Mont d’an endalc’had

Cyril Ramaphosa

Eus Wikipedia
Stumm eus an 1 Gou 2024 da 02:59 gant 2400:2200:680:f316:1cbf:f74a:b4:b099 (kaozeal)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Matamela Cyril Ramaphosa, ganet d'ar 17 a viz Du 1952 e Soweto, zo ur politikour suafrikan, prezidant Republik Suafrika abaoe ar 14 a viz C'hwevrer 2018.

Bet eo bet sindikalour ha paotr a aferioù. Bez-prezidant Suafrika eo bet etre 2014 ha 2018. Dilennet eo bet da brezidant an ANC e 2017, ha deuet eo da vezañ prezidant ar vro e 2018 da heul dilez Jacob Zuma. Prezidant Unaniezh Afrika eo bet ivez e 2020.