Mont d’an endalc’had

Falafel

Eus Wikipedia
Stumm eus an 18 Du 2020 da 15:00 gant Arko (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Pladad falafel gant piz-sisez.

Ar falafel (arabeg : فلافل, hebraeg : פלאפל), a zo ur meuz eus ar Reter-Nesañ, dezhañ stumm ur bouloudenn, hag aozet diwar piz-sisez (poazhet pe soubet nemetken) pe fav, ha fritet en eoul. An aozañ a c'hall cheñch diouzh ar vro : en Egipt e vez fardet diwar fav nemetken, padal e vez fardet diwar piz nemetken e broioù all. Debret e vez peurliesañ gant ul lipig diwar yaourt (tahini el Liban), hag ivez e stumm ur sandwich gant un tamm bara pita. Ar falafel a zo brudet-tre el Liban, e Siria, en Egipt (anvet e vez tamiya eno), e Turkia, e Jordania hag en Israel. Ne ouezer ket eus pelec'h e teu ar ger, met tud zo a soñj e teufe eus hini ur meuz eus India. En arabeg e talvez ivez "greun pebr".


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.