Mont d’an endalc’had

Fernando II Portugal

Eus Wikipedia
Stumm eus an 23 Meu 2014 da 10:12 gant Bianchi-Bihan (kaozeal | degasadennoù) (Bianchi-Bihan en deus kaset ar bajenn Fernando II de Portugal da Fernando II Portugal)
Ur pennad Fernando II zo ivez.
Fernando II Portugal

Ferdinand von Sachsen-Coburg-Gotha (1816-1885) zo ur priñs alaman hag a deuas da vout Roue Portugal evel Fernando II Portugal.

E vuhez

Mab e oa d'ar priñs Ferdinand (1781-1851), jeneral eus an Impalaeriezh Santel ha dug Sachsen-Coburg-Gotha, ha d'ar briñsez slovak Antonia Kohary (1792-1862). Savet e voe e douaroù e dud, e Slovakia a hiriv, hag el lezioù aostrian hag alaman.

Niz e oa da Leopold Iañ, Roue Belgia, ha kenderv kompez d'an hini a deuio da vezañ ar rouanez Victoria.

Dimeziñ

E 1836 e timezas da Maria II Portugal, intañvezet goude kleñved he c'hentañ pried, Auguste de Leuchtenberg. Roue kenseurt Portugal e voe, jure uxoris hervez al lezenn bortugalat, goude ganet e vab henañ, eus 1837 betek 1853. Anavezet eo evel ar roue arzour.

Mervel a reas e bried Maria er gwentloù e 1853. Roue rejant e voe betek ken na voe e vab Pedro en oad da gemer ar gurunenn. Klask a reas Bro-Saoz e lakaat da roue Gres, met nac'h groñs a reas, gwell gantañ e Portugal d'ober war dro an arzoù.

Addimeziñ a reas Fernando II da Elisa Hensler, ur ganerez suis, ha ganti e vevas e palez ar Pena.

Fernando II hag Elisa Hensler.

Bugale

Unnek bugel o devoe: