Mont d’an endalc’had

Feur Diorroadur Denel

Eus Wikipedia
Kartenn ar bed hervez an Indikadur Diorroadur Denel dre vro (diazezet war sifroù 2018, embannet e 2019).[1]
  • ██ 0.800–1.000 (uhel-tre)
  • ██ 0.700–0.799 (uhel)
  • ██ 0.550–0.699 (etre)
  • ██ 0.350–0.549 (izel)
  • ██ titouroù ebet
  • An Indikadur Diorroadur Denel a vez graet eus ur stadeg krouet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e 1990 evit jediñ live an diorroadur denel hervez ar vroioù er bed. An IDD a vez diazezet war teir elfenn: ar c'henderc'h Diabarzh Kriz dre anneziad, ar spi bevañ adal ar ganedigezh hag al live deskadurezh.

    An Indikadur Diorroadur Denel n'eo nemet un elfenn a vez implijet e-touezh mennad an diorroadur denel gant an United Nations Development Programme (Raktres diorroadur ar Broadoù Unanet). Ouzhpennet e oa bet d'ar C'henderc'h diabarzh kriz dre anneziad rak ne oa ket gwelet evel resis a-walc'h. Ar c'henderc'h diabarzh kriz ne gemer ket e kont ma vev evurus an dud en un doare hiniennel pe a-stroll, ma vez aes da strolladoù pe hiniennoù ur gevredigezh da welet e live bevañ o uhelaat. Ne vez kemeret e kont nemet live an ekonomiezh.

    Orin

    Orin an Indikadur Diorroadur Denel a vez da glask war-zu an annual Human Development Reports (Dezrevell bloaziek an diorroadur denel) embannet gant skourr aozadur ar broadoù unanet e-karg an diorroadur denel an United Nations Development Programme (Raktres diorroadur ar Broadoù Unanet). Krouet ha divizet e oa bet ar stadeg gant an ekonomiour Mahbub ul Haq a orin eus Pakistan er bloavezh 1990, gant ar pal "mont e-bioù ar sell nemetañ war diorroadur gounidoù an ekonomiezhioù broadel evit kas ar sell war-zu ar bolitikerezhioù kreizennet war ar bobloù".

    Kartenn ar bed hervez an Indikadur Diorroadur Denel dre vro embannet gant Aozadur ar Broadoù Unanet d'ar 24 a viz Gouhere 2014).
  • ██ Uhel tre
  • ██ Uhel
  • ██ Kreiz
  • ██ Izel
  • ██ titour ebet
  • Ar jedadenn

    Ar jedadenn nevez (abaoe 2010)

    Embannet d'ar 4 a viz Du 2010 (adneveshaet d'an 10 a viz Even 2011), an dezrevell 2010 Human Development Report (IDD) a gemer e kont teir elfenn:

    • Ur vuhez hir gant ur yec'hed mat: Ar vuhez a vez da gaout un den adal e ganedigezh
    • Indikadur ar skoliata: An niver a vloavezhioù skoliata hag ar bloavezhioù skoliata a vefe da gaout gant un den en e vuhez
    • Ur vuhez diazez mat: Ar c'henderc'h diabarzh kriz dre anneziad

    Notennoù ha daveennoù