Mont d’an endalc’had

Isabel Maria de Bragança, rejantez Portugal

Eus Wikipedia
Isabel Maria de Bragança, rejantez Portugal

Isabel Maria de Bragança, pe Isabel Maria da Conceição Joana Gualberta Ana Francisca de Assis Xavier de Paula de Alcântara Antónia Rafaela Micaela Gabriela Joaquina Gon­zaga de Bragança e Bourbon (18011876), a oa un infantez portugalat hag a voe rejantez Portugal e-pad daou vloaz.


He buhez

Pevare bugel ar roue João VI hag e bried Carlota Joaquina de Bourbon e oa. E 1808, da seizh vloaz, e rankas Isabel Maria mont en harlu da-heul he zud, da vrazil, pa oant o tec'hel rak arme c'hall Napoleone Buonaparte a oa oc'h aloubiñ Portugal.

E 1826, pa oa klañv-fall João VI, ec'h anvas ur c'huzul rejañs renet gant an infantez Isabel Maria, pemp bloaz warn-ugent dezhi. Derc'hel ar c'huzul a reas-hi, goude marv ar roue zoken, da c'hortoz ar pennhêr, betek miz C'hwevrer 1828. João VI morreu quatro dias depois do decreto.

Ouzhpenn Isabel Maria e oa er c'huzul: ar c'hardinal Patrício da Silva; 6vet Dug Cadaval; 1añ Markiz Valada; Kont Arcos. Da eilerien dezho e oa ar c'hwec'h ministr-stad .

E 1828 en em dennas Isabel Maria evit reiñ lec'h da Maria da Glória, merc'h henañ Pedro IV (ha Pedro Iañ Brazil), a oa da eurediñ d'hec'h eontr Miguel Iañ. Hennezh, en e du, a oa da ober le da zoujañ Karta Bonreizhel 1826 embannet gant Pedro IV. N'eo ket evel-se avat e troas an traoù.

Karta Bonreizhel Portugal a voe kalzik a dud o sevel a-enep dezhi, ha Miguel en o zouez. E miz Mezheven ec'h embannas Isabel Maria e:

Patrom:Quote2

Começou, assim, o consequente duelo entre Portugal da Tradição ha Portugal da Revolução. Se o governo venceu é certo que os desentendimentos continuaram entre as câmaras e os ministros, mas também devido às manobras da rainha-viúva, Carlota Joaquina.

Pedro IV, hag a ouie koulskoude penaos e oa kont er rouantelezh, a embannas un dekred e 1827 da reiñ ar rejañs d'e vreur. Miguel a erruas e Portugal e 1828, da gas da benn rejañs an infantez Isabel Maria.

E fin he buhez ne blede nemet gant aferioù ar relijion gatolik. Mervel a reas dizimez e Benfica, en ardemez Lisboa, ha beziet e voe e São Vicente de Fora.