Mont d’an endalc’had

Film western

Eus Wikipedia
Film western
rummad filmoù
Iskevrennad eusWestern, fiction film Kemmañ
Roll elfennoùlist of Western films Kemmañ

Ur Western a vez graet eus un doare film termenet gant an American Film Institute evel filmoù hag "a dremen en Norzhamerika (ar West) hag a laka advevañ spered, ar stourm, ha steuziadur an harz nevez." Al lod bras eus ar filmoù-se a dremen o istor en harzoù stadunanat etre Redadeg an aour en Kalifornia eus 1849 betek klozadur an harzoù e 1890. En doare filmoù-se e kaver ivez istorioù er maez eus an harzoù – evel Norzh Meksik ha Kornôg Stadoù-Unanet Amerika, Alaska, ha Kornôg Kanada- ha gant nebeutoc'h a istorioù o tremen a-raok 1849 pe goude 1890. Ar filmoù Western n'int nemet ul lodenn eus bed ar Western, lec'h ma vez oberennoù lennegel, sonerezh, abadennoù skinwel, hag oberennoù arzel all.