... e c'hallfen gwelout an daolenn : # Giuditta con la testa di Oloferne, 1495-1500, tempera su tavola, 36,5 x 20 cm, Amsterdam, Rijksmuseum. ? Gout 'ran eo serret ar mirdi. Bianchi-Bihan 18 Gen 2010 da 12:23 (UTC). Kavet eo! Pa giri c'h i da welet: Judit (Botticelli). Bianchi-Bihan18 Gen 2010 da 13:49 (UTC)[respont]
Soñjet em boa kinnig anv ar vro pa ne oa ket anavezet anvioù kêrioù zo gant an holl vrezhonegerien. Gwir eo e c'haller arguzenniñ e c'hall al liammoù servij da c'houzout pelec'h emañ Dresden pe me oar. D'ar mare-se e c'haller tennañ, n'on ket nec'het. Met bannieloù, nein. D'am soñj eo d'ar re a sav ar pennadoù da lavarout petra a fell dezho lakaat en o labour. Un toullad mat zo hep patromoù, hag ingal din.Bianchi-Bihan18 C'hwe 2010 da 17:59 (UTC)[respont]
Ne savan ket a-du penn-da-benn ganit Bianchi pa lavarez : D'am soñj eo d'ar re a sav ar pennadoù da lavarout petra a fell dezho lakaat en o labour.
Gwir eo e vez d'an hini a ra al labour diviz penaos e ra e labour. Met n'eo ket eñ a zibab kement-se petra ha penaos lakaat e-barzh ar pennadoù, ret eo doujañ da reolennoù e pleustr (neptu, copyright...) memestra. --Y-M D(kaozeal)18 C'hwe 2010 da 18:23 (UTC)[respont]
Ne c'houlennan gant den ebet bezañ a-du ganin. Met n'eo ket ret kompren a-dreuz pezh a lavaran. Ma kav dit e ri gwelloc'h egedon, krog e-barzh. 82.252.36.10818 C'hwe 2010 da 19:08 (UTC)[respont]
Dedennet e vefe e tisplegfes un tamm ar frazenn neuze, met kavout a ra din bezañ komprenet ar pezh 'peus skrivet. Ma 'm eus graet an evezhiadenn a-us ez eo dre ma kavan risklus un tamm ar frazenn-se ha n'eo ket dre ret ar soñj a poa a-dreñv. Setu, met n'eus netra chalus a gav din. --Y-M D(kaozeal)18 C'hwe 2010 da 20:31 (UTC)[respont]
En XXvet kantved ne veze ket lavaret "al levr a gomz", nag "ar film a gont", en un toullad yezhoù, hag ar brezhoneg en o zouez. Bianchi-Bihan 13 Meu 2010 da 02:46 (UTC). Gout a ouien e ouies. Ne oa nemet e vit sachañ an evezh war unan eus an diskanoù poblekañ en hon meteier a welan oc'h adkerreishaat hiriv. Bianchi-Bihan13 Meu 2010 da 09:16 (UTC)[respont]
Me gav din ez eo un doare vat a peus d'ober evit displegañ din ar fazioù a ran, lakaet anezho war-wel splann. D'an nebeutañ e komprenan hag e welan ar fazioù. N'ouzon ket ma 'z eo kasaus d'ober evidout, mat ur wech an amzer e vefe talvoudus. Trugarez dit. --Y-M D(kaozeal)13 Meu 2010 da 13:46 (UTC)[respont]
Gwir eo n'int ket sinet war-eeun, met trawalc'h eo lakaat ur frazennig dindan evit lavaret ez oc'h an hini en deus lakaet an traoù e druz ha sinañ. En doare-se e vefe doujet d'ar reolennoù. Evidon e vefe talvoudus-tre. Merzhet 'm eus ez eo sklaeroc'h traoù 'zo abaoe m'o peus displeget din reolennoù pe fazioù, ha kavout a ran e vez un tamm nebeutoc'h a fazioù ganin bremañ. Ha plijus e kavan mont war-raok. Gant ma kendalc'ho... --Y-M D(kaozeal)13 Meu 2010 da 14:33 (UTC)[respont]
Pa vez lakaet ur geriadur e-kichen an urzhiataer ha pa vez digoret e weler n'eus merzh ebet ennañ, un diouer ne vez ket merzet mat atav. Bianchi-Bihan13 Meu 2010 da 16:40 (UTC)[respont]
Tennet ganin un dagadenn bersonel , adlakaaet unan all gant ar memes den. Ma ne vez ket tennet gant ur merour, en anv reolennoù wikipedia, daoust hag aotreet on d'ober tagadennoù eveltañ? Bianchi-Bihan5 Ebr 2010 da 05:55 (UTC)[respont]
En ur sevel ar pennad Boris Nemtsov em boa da dreiñ un arroudenn. Graet 'm eus, met n'hon ket re sur ez eo bet graet mat. Ha gellout a rafes reiñ din da ali a-fet reizhded.
Ar stumm gall : Boris Nemtsov a estimé que la ville n'était « pas prête à supporter l'immense charge — en termes de construction, d'écologie, de transport et de migration — que constitue l'aménagement des infrastructures olympiques ».
An droidigezh am eus graet : En ul lizher frank embannet en Novaïa Gazeta en deus diskleriet Boris Nemtsov "ne oa ket prest [ar gêr] da sammañ ar c'harg ramzel — war tachenn ar sevel tiez, ekologiezh, an transportoù hag an treuztiriadur — a zo an hini ret evit terkañan danframmoù olimpek".
Salud. 'Gomprenan ket eus pelec'h e teu da evezhiadenn. N'em eus ket touchet ouzh anv ar Sex Pistols er pennad ! adsell ouzh ar c'hemmoù hag e weli eo te an hini en doa lakaet da gentañ The Sex Pistols ha cheñchet goude !A galon, --Gouerouz6 Ebr 2010 da 06:40 (UTC)[respont]
... me ne'm bije ket stanket an nor ouzh an niverenn IP gant aon da serriñ kont unan bennak anavet dre amañ. Met moarvat e kemm e niverenn bemdez, neuze eo bet serret un niverenn gozh. A galon. Bianchi-Bihan10 Ebr 2010 da 07:03 (UTC)[respont]
Salud deoc'h, stanket eo bet kont unan eus an urzhiataerioù hag a implijan (ha normalamant 'maomp an hini nemetañ). Fazioù a zo bet marteze eus ma ferzh pe deus perzh unan all ; mat a vo din gouzout an abeg evit ma ne c'hoarvezfe ket ken. A galon.--Lomigbad11 Ebr 2010 da 08:50 (UTC)[respont]
Setu amañ ar pezh am eus kavet (war Kartenn Breizh embannet gant Ofis ar Brezhoneg, Kerofis, bank titouroù an Ofis, hag en Toponymie Nautique, gant Guilcher) :
Beg Kerne
P. des Capucins = Penn ar Sal
Beg ar Gouin
"Talinguet" ? "Toulinguet" eo moarvat = Beg ar Garreg Hir
Tavelle = Penn ar Vir
Portzen = Beg Penn Drein
Sainte Barbe ?
Kerdra = Beg an Enezig
"pointe de Kerdreux" ? Marteze ez eus ur fazi aze ivez. Ur "Pointe de Kerroux" a welan war ar gartenn = Beg ar Gev Velen
Brav eo deuet ar gartenn ganit ! Pelec'h 'peus kavet ar stummoù a vanke (pointe du Guern...) ? P'emaon ganti, war ar gartenn all (Iroise sea map-br.svg) ez eus chomet ur meneg e galleg (chenal du Four, kanol ar Forn). A galon, --Llydawr6 Mae 2010 da 10:55 (UTC)[respont]
Salud dit ! "Penn Gwern" ac'h eus skrivet. Met "Ar Gern" am eus kavet e KerOfis, e lec'hienn Ofis ar Brezhoneg ([1]). A galon, --Llydawr7 Mae 2010 da 10:18 (UTC)[respont]
N'on ket evit sikour ac'hanout ! Ne gomprenan ket re ar patromoù Infobox, 'm eus aon... Gourc'hemennoù dit, a-hend-all, evit an toullad pennadoù diwar-benn skrivagnerien eus broioù Skandinavia ! Marteze e c'hallfes sevel unan diwar-benn Hans Christian Andersen ? A galon, --Llydawr12 Mae 2010 da 16:47 (UTC)[respont]
Ac'hanta. Ha gallout a rafes plediñ gant an tamm afer-mañ (nullañ ar pajennoù-mañ: ar C’hab ha Poc’han) [2], ma vo gallet renkañ an traoù ha tremen da draoù all. Trug' much.--Trec'hlid mitonet14 Mae 2010 da 15:36 (UTC)[respont]
Ac'hanta, chaous! War a seblant en deus disverket ivez an adkasoù, ha neuze c'hwitet an taol ha ne zeu ket ar pennadoù war-wel ken. Ret e vo addegas anezho war-wel. Digarez evit an trubuilh.--Trec'hlid mitonet14 Mae 2010 da 17:34 (UTC)[respont]
Kontet em eus e c'halle Fulup lakaat betek c'hwec'h tagadenn en ur pennad, hep sachañ evezh ar verourien:
Dilezet em boa ar wikipedia brezhoneg un toullad mizioù zo (abalamour da emzalc'h mantrus an Ao Blanchi dreist-holl) : displegadenn ebet, tagadenn bersonel diabeg
lezel ur betis e-giz-se da dremen : tagadenn bersonel adarre
"Ar redadeg 2010" an hini zo reizh ha n'eo ket "redadeg 2010" (ha n'eo ket gwall vrezhoneg 'm eus aon): marteze n’eo ket an hini kavet mat gantañ, met reizh eo, ha brezhoneg a ouzon, goude ma c'hallan faziañ, hag eñ ivez;
an ao. Blanchi: ne gontan ket ken an distummadurioù eus un anv hag a zisplij dezhañ
Klasket en deus an ao. Blanchi bezañ glepoc'h eget ar glav : ster ar ger glep zo anavezet mat gant brezhonegerien zo, hag ur gunujenn eo;
Ne gomprenan ket petra zo kaoz ne vez ket enebet muioc'h ouzh an den-se? … Ma 'm eus un ali da reiñ deoc'h, eo diwallit outañ … Sed aze un ali neptu hag ur galv d'an dud da vont a-enep d'un den, difennet groñs er reolennoù (deuet da vezañ didalvoud?). Bianchi-Bihan16 Mae 2010 da 15:35 (UTC)[respont]
Mes plus humbles excuses, ma connaissance du breton est très limitée dans l'immédiat, et surtout pour cette intrusion qui j'espère ne sera pas trop fâcheuse. Je suis Claudi Balaguer/Capsot de l'association "Amical de la Viquipèdia" de la Viquipèdia catalane et aussi actif sur le Wikiccionari occitan et je fais le tour des Wikipedias afin de rechercher le support le plus important afin d'infléchir la politique actuelle des Chapters qui vise à n'accepter, théoriquement, que les organisations représentant un état et qui a rejeté jusqu'à présent la demande de l'Association. Pour cela il suffit de coller l'étiquette suivante sur la page d'usager: Wikimedia CAT. Pour davantage d'information sur les Chapters: secció local de Wikimedia. Votre/Ton soutien est fondamental pour faire avancer et bouger les choses, nous nous tenons à votre disposition pour vous aider également. Pour plus d'informations sur notre association: Amical Viquipèdia. Trugarez et mille fois pardon pour cette intrusion. En vous/te souhaitant un excellent été doux et ensoleillé, cordialement, kenavo! -- Capsot14 Mez 2010 da 13:26 (UTC)[respont]
"Ma kavez yezhadurioù all e c'hallez ober anv anezho, gant niverenn ar bajenn mar plij: meneget e vint er wikipedia." Setu amañ : Bec'h dei, pajenn 197 : "Kemm a ra ivez an anvioù-gwan goude an anvioù gwregel unan hag an anvioù tudgourel lies. Pa vez un anv oc'h echuiñ gant ur vogalenn pe l, m, n, r, v, [e teu] (…) D (…) [eus an anv-gwan] da vezañ (…) Z (…)". --petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 01:04 (UTC)
Kemm va anv, da skouer da "Bianchi-Bihanoc'h", mar plij ! Me n'hallan ket henn ober va-unan. Trugarez a-raok dit. --Katolik_Breizh/petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 01:07 (UTC)
Gwelet 'm eus ar pezh a oa bet graet gant Katolik Breizh, ha gwelet 'm eus ivez e oas bet o stankañ anezhañ. Anat eo din e oa ret ober un dra bennak da-heul e holl obererezhioù.
Met dre ma 'z on unan eus merourien oberiant Wikipedia vrezhonek er mare-mañ em befe karet e c'houlennfes va ali ha bezañ kelaouet d'an nebeutañ. Ouzhpenn-se pa stanker kont un den da viken em eus gwelet (war pajennoù all) ez eus un tamm labour kinnig d'ober, ar Patrom:Stanket - tagadennoù pe Patrom:Stanket - tagadennoù a zo da lakaat. N'eo ket fall kennebeut kelaouiñ an dud (an implijerien all) ez eo bet stanket an implijer-mañ ganit, en ur skrivañ ur gemennadenn en davarn. Gwelet 'm eus ivez e pajennoù 'zo e veze ouzhpennet ur gemennadenn war pajenn an implijer stanket evit displegañ ar perak ha kelaouiñ anezhañ e c'helle goulenn gant merourien all o ali pe dont evit reiñ ur sell all en afer. Marteze n'eo nemet ul labour "evit ar stumm" (pour la forme) ha gellout a ra bezañ torr-penn d'ober, met ul labour ret eo d'am soñj evit doujañ d'an holl ha d'ur mont en-dro reizh. Trugarez...
Dipitet bras on gant ar stankadenn-se (hag gant komzoù an implijer ivez evel-just), dre ma gav din ez eo talvoudus-tre kaout ar muiañ posupl a implijerien oberiant evit kas ar raktres war-raok. Spi 'm eus ne vo ket ezhomm implijout ar benveg gwechoù all... A galon --Y-M D(kaozeal)23 Gou 2010 da 15:22 (UTC)[respont]
Biken ne vo ur mor a dud er wikipedia brezhonek, n'eus ket kalz tud troet da labourat evit netra. Gwelet e vo tud all o tont gant o froudennoù avat, ha lod o klask lakaat kemmadurioù "d/z" e pep lec'h, pe gerioù evel "load" pe "jeografi", pe o klask tabut, pe o klask bezañ lakaet er-maez mann 'met evit diskouez pegen spontus eo an diktatouriezh dre amañ. Pa ouzer petra zo da c'hortoz, n'haller ket bout dipitet. Evit lakaat tud aet da goll da zont en-dro n'eo ket diaes: n'eus nemet kemen ur vouezhiadeg evit merourien, ha pa vo echu ne vint ket gwelet ken. Da c'hortoz, e vez atav ar memestud o labourat war ar pennadoù en hor wiki-ni, daoust d'ar brini, pluñv hag all. Bianchi-Bihan24 Gou 2010 da 06:02 (UTC)[respont]
Bremañ ne gred den lâr tra ken da Vianchi-Bihan pa cheñch pe diverk frasennoù an dud er pennadoù, pe pa skriv traoù n'int ket neptu pe holloueziadel e-barzh ar pennadoù, gant an aon bezañ berzet gant Ex-Smith. Kuitaet am boa an traoù, skuizh ma oan gant emzalc'h Bianchi-Bihan, e-pad 8 mizh abalamour dezhañ. O soñjal kuitaat adarre emaon, o welout penaos c'hoarvezh an traoù amañ. M'eus aon ne chomo ken 'met Bianchi-Bihan hag Ex-Smith a-raok pell er wikipedia brezhonek. :S --Arko24 Gou 2010 da 14:38 (UTC)[respont]
Soñj am eus ez eus bet lavaret gant meur a hini ouzhpenn ur wech d'hon mignon Arko paouez gant an tagadennoù personel, hervez reolennoù wikipedia. Ma vije bet graet outañ pezh emañ oc'h ober amañ en dije un tammig abeg da glemm. Orin e gasoni: un dizemglevig dister e-barzh ar pennad Gwilun e
Adarre skouer ar pennad Gwilun? Ar pezh a lâran dit n'eo ket tagadennoù personnel, rebechoù eus paz doujañ ouzh reolennoù wikipedia zo ne lâran ket, tra ken. Ha skouerioù all oa bet diskouezhet meur a wech. N'on ket deuet amañ evit komz eus KatolikBreizh, n'em eus ket heuliet an afer forzh penaos, met chalet on pa lennan "Biken ne vo ur mor a dud er wikipedia brezhoneg". --Arko26 Gou 2010 da 18:35 (UTC)[respont]
Sed amañ ur pennad hag a zedenno ac'hanout moarvat. Kredet em eus lakaat ar ger war-eeun en hor yezh, daoust ma ne vez ket kavet e kalz a yezh. Petra a soñj dit? Kavout a ra din eo talvoudus reiñ da lenn traoù ha ne gaver ket e galleg, diwar-benn broioù all.
--Spudnik9 Eos 2010 da 22:10 (UTC)[respont]
Taol ur sell ouzh an daolenn am eus meneget [5]. Ha ma klikez, war linenn ar brezhoneg, war niver ar pennadoù "krenn" (60) hag ar pennadoù "hir" (10), e vi kaset d'ar pennadoù saoznek kevatal. E-touez ar pennadoù hir e kaver Albrecht Dürer, Berlin, pennadoù ac'h eus labouret un tamm mat warno :-). --Llydawr8 Gwe 2010 da 16:15 (UTC)[respont]
N'ont ket evit treiñ ur ger spagnolek ha n'on ket sur da gompren. En alamaneg eo : Die Heilung des Blutfüssigen. Ne vije ket mouzhet hec'h amzerioù outi? Met ne gredan ket e vije kaoz eus de:Amenorrhoe amañ. Bianchi-Bihan10 Gwe 2010 da 17:53 (UTC)[respont]
ArnoLagrange zo ur Wikipedour esperantek en em ginnig e brezhoneg war e bajenn implijer hag a ro skoazell da Wikimedia CAT war e bajenn esperantek (eo:Uzanto:ArnoLagrange). Goulenn a ra un aotre da c'hallout implijout ur skeudenn war Wikipedia-où all. Netra da welet gant "pennadoù vil ar Wiki gallek". --Llydawr11 Her 2010 da 16:16 (UTC)[respont]
Kompren a-walc'h a ran emzalc'h Kadbzh, bec'h a-walc'h zo bet war an talbenn. Koulskoude em eus taolet ur sell war bajenn ar paotr ivez, hag a-du e vin gant Llydawr. Ha pa vo ret, distroomp d'an talbenn. Bianchi-Bihan11 Her 2010 da 17:24 (UTC)[respont]
OK. Evel a gari. Din-me eo ingal. Depantout a ra diouzh ma vez gwelet evel ur renadenn pe evel anv an iliz da'm soñj. A galon--Kadwalan17 Eos 2011 da 16:43 (UTC)[respont]
Salud dit ! Gant plijadur e welan emaout adarre o tegas pennadoù amañ. Lez-varn Etrebroadel a zegouezh mat evit en:International Court of Justice, da'm soñj. Ur respontig : kemmet eo bet meur a wech ar roll gerioù "diazez" er yezhoù all. E yezhoù zo (saozneg) e emdro buanoc'h eget e yezhoù all (aet e oa "State" da "Sovereign state", da skouer, nevez zo, evel ma oa bet gwelet gant unan eus hor c'henlabourerien). Ar wech diwezhañ ma oan bet o klask ober un tamm kempenn d'ar roll, em boa sellet ouzh ar stumm a gaver e Simple English. Ur goulennig : perak e rez gant ar stumm Dantzig gant T, evel e galleg, pa reer gant Danzig en alamaneg ? (er pennad Kêr dieub Dantzig). Hag ur goulenn all : ma'm eus soñj mat ez poa savet ur stumm brezhonek eus kartenn gourenez Kraozon. War a seblant eo aet ar stumm-se diwar wel, n'ouzon ket petra zo kaoz... Marteze e c'halli adkavout da gartenn ha renkañ an dra-se ? A galon, --Llydawr18 Eos 2011 da 15:45 (UTC)[respont]
Marteze e vije gwell skrivañ an anvioù lec'hioù alamanek e doare an alamaneg, hag an anvioù gallek e doare ar gallek, ha kemend-all evit ar yezhoù all. Bianchi-Bihan18 Eos 2011 da 17:57 (UTC)[respont]
Salud dit, penaos emañ kont? Me a gav din e ve gwell marteze gortoz un tamm hiroc'h evit na reomp kent diverkañ ar pennadoù, d'an holl da c'hallout reiñ o soñj. Betek-gouzout e ve rebechet ouzhimp mont re vuan un dro bennak. N'ouzon ket petra eo da soñj diwar-benn an dra-se. N'on ket sur da vezañ doujet atav d'ar prantad amzer-se ma-unan betek-henn. War a seblant e vez lezet ar goulennoù da c'hortoz ur seizh devezh bennak er wikioù gallek ha saoznek. Ur prantad mat eo da'm soñj. Trugarez da reiñ din da ali. A galon. --Kadwalan25 Eos 2011 da 14:58 (UTC)[respont]
Salud dit ! Krouet 'poa ur pennad Brandenburg, zo bet kemmet e ditl gant Bianchi-Bihan. Marteze e c'halli reiñ da soñj amañ. A galon, --Llydawr29 Eos 2011 da 10:40 (UTC)[respont]
Goulenn a ran lakaat harz da oberennoù vandalerezh ar merour-se a vir alakaat anv gwir un den en ur pennad dre deir gwech en hevelep deiz. Bianchi-Bihan2 Du 2011 da 16:01 (UTC)[respont]
Kenderc'hel a ra Bianchi-Bihan da lakaat anvioù an titloù pennadoù en alamaneg ha bremañ e tiverk anvioù an titloù e lizherennoù druz en destenn d'o lakaat en alamaneg dibaouez. Lavaret em eus e vefe kenkoulz lakaat an titl e lizherennoù druz hag an anv en alamaneg e-kichen, evel ma vez graet da gustum er pennadoù. Ne fell ket dezhañ. Evit doare e oar kontañ gwelloc'h evidon ha tapet on bet o kemmañ teir gwezh ar pennad. Absolvenn. Setu adarre ur brezel embann digomprenus gantañ adarre ha n'ouzon ket evit petra zoken. Kontant on ma vo displeget din. Mod all e vefe mat skrivañ ar pennadoù evel ma vez ar boaz. --Kadwalan2 Du 2011 da 16:31 (UTC)[respont]
Ma fell d'ar merour Kadwallan lakaat anv an dud (Charlotte Christine Magdalene Johanna von Hanau-Lichtenberg, ha kant bennak all) en ur yezh bennak all n'en deus ket aotre da dennañ anv gwir an itron en he yezh, hag a zo meneget er pennad diwar he fenn e pep wikipedia : kement-se zo lemel danvez holloueziadurel, ha neuze vandalerezh, hag a rank bezañ barnet evel ma tere. Bianchi-Bihan9 Du 2011 da 03:09 (UTC)[respont]
Me ne'm eus ket se, me, daoust ma'm eus kement levr eus Rummad Blueberry 'm eus aon. Ar pezh am eus eo... sinadur Jodorowski war levrioù Incal treset gant Moebius.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 Meu 2012 da 17:17 (UTC)[respont]
Sur out eo goude he ganidigezh? ha n'eo ket goude dezhi genel (he mab)? "partu" a seblant din ober anv eus gwilioud ... met da gozh eo aet ma zamm latin berr Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Mez 2012 da 17:58 (UTC)[respont]
Hi Ex-Smith, how are you? Mate, I am trying to find an editor/s who can help by translating en:Polandball into Breton. I was wondering if we could make a collaborative trade?
If you could translate that article into Breton for me, I would be happy to upload approximately 50 French aviation photos to Commons from amongst the 200,000 I have permission to upload. I have uploaded a number of photos to give you a brief idea of what I can upload, and I am keeping a gallery at User:Russavia of photos uploaded.
Merour oc'h war ar Wikipedia brezhonek. Mat e vefe dont da blediñ gant an traoù grevus a c'hoarvez en deizioù-mañ. A-enep d'ar reolenn diazez e vez savet pajennoù nevez gant ar memes pal ha danvez ha pajennoù hag a zo dija, ha lakaet e vezont da enebiñ an eil diouzh eben. Gwashoc'h c'hoazh moarvat, kaset e vez ar bec'h savet diwar-se war ar wikipediaoù all (bruderezh mantrus evit hor yezh, na petra 'ta).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2012 da 10:14 (UTC)[respont]
Kustum on bremañ ouzh dirollerezh ar gerioù amañ (grevus, a-enep ar reolenn, enebiñ, gwashoc'h, bruderezh mantrus) pe e lec'h all ( brezel, reuz, atahinerezh [9] )... implijet gant tud zo hag a fell dezho lakaat an holl da blegañ d'o dibaboù ha d'o gweledigezh, evel pa vijent mistri war pennadoù ar wiki-mañ , pa n'eus kaoz nemet da gemmañ pennad pe bennad. Ar verourien fur a oaro studiañ grevusted an afer a dost, goulenn alioù an holl ha n'eo ket hepken hini an dud a garfe tremen lost al leue dre hon genoioù, hag a lenno an dra-mañ da gentañ: [10] . Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Du 2012 da 11:37 (UTC)[respont]
IMPORTANT : Rapport d'activité des administrateurs
Bonjour. Une règle concernant le retrait des "droits spéciaux" (administrateur, bureaucrate, etc) a été adoptée avec le consensus de la communauté en 2013. Conformément à cette règle, les stewards vérifient l'activité sur les wikis ne possédant pas de règles relatives à l'inactivité des utilisateurs.
Vous vérifiez les critères d'inactivité (pas de modification ni d'action administrative pendant 2 ans) sur le wiki listé ci-dessus. Puisque ce wiki ne possède pas ses propres règles de controle des droits, c'est la règle générale qui s'applique.
Si vous souhaitez conserver vos droits, vous devez informer la communauté de votre wiki et mentionner que les stewards vous ont envoyé ce message pour vous faire part de votre inactivité. Si à l'issue de la discussion, la communauté souhaite que vous conserviez vos droits, alors veuillez contacter les stewards sur leur page en mentionnant un lien vers la discussion de la communauté locale où elle exprime le souhait que vous gardiez vos droits.
Si vous n'adressez aucune réponse dans un délai d'environ un mois, les stewards procèderont au retrait de vos droits d'administrateur et/ou bureaucrate. Dans les cas ambigüs, les stewards évalueront les réponses et soumettront leur décision à la communauté locale pour discussion et vérification. Si vous avez des questions, merci de contacter les stewards.