Mont d’an endalc’had

Prizioù

Eus Wikipedia

Ar Prizioù zo un abadenn skinwel bloaziek gant France 3 Ouest abaoe 1997. En abadenn-se e vez roet prizioù d'un toullad tud, pe en o anv, pe en anv ur gevredigezh, pe hini un embregerezh pe un ensavadur, a drugarez d'ar pezh o deus graet evit ar brezhoneg. Skignet e vez an abadenn er skinwel war France 3 Ouest hag er skingomz gant France Bleu Breizh Izel. Bep tro e vez aozet an arvest-se en ur gêr disheñvel eus Breizh.

Abaoe 2012 eo kenaozet ar Prizioù gant F3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg, ha liammet eo bremañ danvez prizioù F3 gant Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg.

1997 : Rummad kentañ ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummad Roll al loreidi
Troidigezh CD-ROM Teo, Leo ha Manda, gant TES
Studiadenn Grammaire du breton contemporain, gant Frañsez Favereau
Levr evit ar yaouankiz Ar vioù pask..., Yann-Fañch Jacq ha Malo ar Menn
Pennadoù er c’hazetennoù Kronikennoù Pêr Salaun, e Le Trégor
Komedian Sylvain Kernoa, e Testamant ar c’hi
Levr Un Dornad plu, gant Youenn Gwernig
Kaner Annie Ebrel ha Dibenn
Teulfilm CLB 24, Gurvan Musset hag Hervé Morzadec
Priz brezhoneger(ien) ar bloaz Liseidi klas termen Diwan (tapet ganto ar vachelouriezh 1997)

1998 : Eil rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummad Roll al loreidi
Studiadenn An emsav lennegel brezhonek hag an danevelloù berr, gant Anke Simon
Levr evit ar yaouankiz Trouz didrouz, gant Maryvonne Berthou
Abadenn radio Eun dro e prizon an Hermitage e Brest, Gurvan Musset
Komedian Bob Simon, e Liv an douar, Gaia Teatr
Levr Anna Mouradova, he deus troet ul levr gant Viktor Astafief
Kaner Didier Dreau ha Kristen Nicolas, evit Beg ar gaou, bed ar spi
Priz brezhoneger ar bloaz Radio Kerne

1999 : Trede rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummad Roll al loreidi
Studiadenn Histoire de la Bretagne, gant Louis Elegoet
Levr evit ar yaouankiz Melen, ki bihan rodellek, gant Fañch Peru
Komedian Jakez Andre, Arsenik ha kozh dantelaj
Levr Dianket, Frañsez Favereau
Kaner Noluen Le Buhe, Laret a hrer din
Brezhoneg war internet Kêr an Oriant
Prizioù brezhoneg er skolioù Skolaj Mescoat Landerne, Skolaj Charlez Langleiz Pondi ha Lise Diwan Karaez
Priz brezhoneger ar bloaz Andrew Lincoln, prezidant Diwan, evit Lise Diwan Karaez
Priz ispisial Mikael Madeg, evit e labour war an anvioù lec’h war ar mor

2000 : Pevare rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummad Roll al loreidi
Studiadenn Traditions populaires de Bretagne : du coq à l’âne. Yezhoù al loened, gant Daniel Giraudon
Danevell Remi, gant Herve ar Bihan
Komedian Ar Vro Bagan
Levr Temi i variazioni, gant Y Doëlan[1]
Teulfilm Roparz Hemon, gant Soazig Daniellou
Pladenn Er roue Stevan, gant Roland Becker
Priz brezhoneger ar bloaz Ronan ar C’hoadig, evit e labour bodañ oberenn Añjela Duval

2001 : Pemvet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummad Roll al loreidi
Studiadenn Nouvel atlas linguistique de basse bretagne, gant Jean Le Dû
Komedian Aziliz Bourges, e Termaji, Teatr Penn-ar-bed
Levr Bernez Tangi (nac'het eo bet ar priz gantañ)
Teulfilm An heuliad filmoù Brezhoneg, un siècle de breton, gant Anna Quéré ha Patrick Guinard
Kaner Marthe Vassalo
Kelaouadenn Marie-Laure Groix
Priz brezhoneger ar bloaz Yann-Fañch Jacq, Keit Vimp Bev

2002 : C'hwec'hvet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummad Roll al loreidi
Romant polis Tenzor dindan vor ar Prins Frederik, gant Yann Bijer
Lec’hienn Internet akademiezh roazhon, www.ac-rennes.fr
Levr Ar bleizi, gant Corinne ar Mero
Levr barzhonegoù Kestell traezh evit kezeg ar mor, Yann-Bêr Piriou
Teulfilm Añjela Duval, gant Mari Kermareg
Pladenn Spontus ha Kanerion Pleuigner
Priz brezhoneger ar bloaz France Bleu Breiz Izel

2003 : Seizhvet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummad Roll al loreidi
Levr evit ar yaouankiz Gireg al livour bihan, David Jambon troet gant Cédric Sinou
Studiadenn An dud hag al loened, Daniel Giraudon
Levr War un ton laou, Yann Gerven
Pennad kazetenn Mestrez Koad Pin, gant Lionel Buannic
Teulfilm Kafe du ha merc’hed en gwenn, gant Sebastien le Guillou ha Lorenzo della Libera
Pladenn N’eo ket echu, gant Nolwenn Korbell
Priz brezhoneger ar bloaz Div Yezh ha Stumdi

2004 : Eizhvet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummad Roll al loreidi
Bandenn dreset Sorserezed Breselien, gant Bruno Bertin ha troet e brezhoneg troet gant Jil Penneg
Lec’hienn internet europeotales.net
Levr Daeroù dre ar goueleh, Jeffrey Shaw
Teulfilm Goulou en noz, gant Thierry Compain
Pladenn Un devez e-barzh Kreh Morvan, gant Marcel Guilloux
Priz brezhoneger ar bloaz A-bouez-penn, kevredigezh dastum e bro Wened.

2005 : Navet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummad Roll al loreidi
Abadenn radio Ar re zo bet da labourat e Mururoa, Hervé ar Beg
Levr evit ar vugale Brezel an Erevent, Marianna Donart ha Moran Dipode
Levr Carnets de Route, Ifig Troadeg
Teulfilm Brezhoneg e 6 miz, Ronan Hirrien
Pladenn Kanerion Pleuigner
Priz brezhoneger ar bloaz Ya !/Keit Vimp Bev
Priz Isipisial Mouchig Dall

"Bet a zo bet eus ar Prizioù bep bloaz abaoe 1997 daoust ma n’eus ket a Prizioù 2006.

N’eus ket eus outo abalamour eo bet, adalek penn kentañ 2007, eo bet lidet ar prizioù dindan anv ar bloavezh goude.

(Anv « Prizioù 2007 » a zo bet roet evel d’ar pezh a oa war ar renk evit 2006 pa vefe priziet betek 2005, dindan anv prizioù ar bloavezh, ar pezh a oa bet graet evit ar brezhoneg er bloavez-se)"[2]

2007 : 10vet rummad ar prizioù[3]

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aozet e oa bet an abadenn en abati Daoulas er bloavezh-se.

Roll izili ar juri : Lukian Kergoat (Prezidant), Aziliz Bourges, Mari Crenn, Naig Daouphars, Bernez Kerdraon, Daniel Kernalegenn ha Marthe Vassallo.

Rummad Roll al loreidi
Lec’hienn internet Brezhoweb.com [1], kaset gant Lionel Buannic
Romant Seizh devez warn’ugent, Mich Beyer
Teulfilm Matezh, gant Thierry Compain
Pladenn Norsk, gant Kreiz Breizh Akademi
Priz brezhoneger ar bloaz Klaskerien ha treizherien soñjoù, aozet gant Kuzul departamant Penn-ar-Bed

2008 : 11vet Rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummad Roll al loreidi
Bravañ brezhoneg Nolwenn Korbell
Romant An deiz hirgortozet, Gege Gwenn
Teulfilm War an uhel, Erwan ha Tangi Kermarrec
Pladenn Les figurants, Yann Raoul
Priz brezhoneger ar bloaz Diwan (30 vloaz)
Priz a enor Fañch Broudic

2009 : 12vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An abadenn 2009 a zo bet aozet e sal abadennoù an Enezeg, e Fouenant (29).

Roll izili ar juri : Marie Stervinou, Gwen Lavenan, Mikael Baudu, Per Drezen, Elen Rubin, ha Franck Bodenez.

Rummad Roll al loreidi
Priz al levr faltazi wellañ "Mervel ul lunvez", un dastum istorioù gant Henri Dorsel, e ti Emgleo Breiz
Priz ar bladenn wellañ Ozan Trio, evit ar bladenn Konsert2, e ti Keltia Musique
Priz an teulfilm wellañ Hent Dall, gant Sébastien Le Guillou, istor ur c'houblad tud dall e Treger
Priz ar wellañ nevezadenn evit ar re yaouank Divskouarn, ur gevredigezh hag he deus ar pal broudañ ar brezhoneg er magourioù
Priz an eztaoladenn vravañ e brezhoneg Martial Menard evit e gronikenn er Ouest-France Dimanche hag ar Petit dico de la piste en Bretagne, e ti Coop Breizh hag, ex aequo, Gwenole Bihannig, evit e droidigezh eus Titeuf e brezhoneg
Priz brezhoneger ar bloaz Ar Redadeg, ar gevredigezh hag he deus aozet ar redadeg eus Naoned da Garaez, evit arc'hantañ raktresoù brezhonek

2010 : 13vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An abadenn a zo bet aozet ar bloavezh-se e Sant-Teve (Mor-Bihan), ha kinniget e oa gant Goulwena An Henaff ha gant Eric Gudenkauff. Gant "Le Ballet breton" e veze graet abadennoù dañs etre pep priz.

Roll izili ar juri : Ghislaine Le Guillant, Bernard Le Floc'h, Raymond Le Bacon, Maïwenn Raynaudon ha Thelo Mell.

Rummad Roll al loreidi
Priz ar gwellañ troidigezh (levr) Mark Kerrain, gant troidigezh Teod ar balafenned gant Manuel Rivas (troet eus ar galiseg). Embannet gant An Alarc'h.
Priz ar bladenn wellañ[4] Dom Duff evit e bladenn E-unan e ti BNC Productions.
Priz ar grouidigezh wellañ er skinwel pe war ar web An heuliad Ken Tuch' gant Goulwena An Henaff hag Etienne Strubel, Production L.B.K.
Priz ar wellañ nevezadenn evit ar re yaouank Kampoù vakañsiñ e brezhoneg hag e gallaoueg gant an UBAPAR
Priz brezhoneger ar bloaz[5] Lena Louarn, evit he dek bloaz e penn Ofis ar Brezhoneg

Notenn : Er bloavezh-se e oa Wikipedia brezhonek war ar renk evit "Priz brezhoneger ar bloaz" gant an 30 000 pennad enlinenn.

2011 : 14vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Landreger e oa bet aozet an abadenn e 2011, kinniget gant Goulwena An Henaff ha gant Klemañ Soubigou, ha lusket gant sonerezh ar strollad Francis Jackson Project.

Ar juri : Dominique Gestin (war he leve, kuzulierez kêr e Gwimaeg), Gwenola Koig (kelennerez e Plijidi, oberiant war dachenn ar sevenadur), Pauline Kerscaven (kazetennerez e France Bleu Breizh Izel, kenurzhierez « Treizherien soñjoù » e Penn-ar-Bed), Yann-Erwan Abalan (enklasker evit Brest Meurgêr ar Mor), Brendan Corre (kaner ar strollad Francis Jackson Project), Gwenael Kere (lusker e Radio Bro-Gwened).

Rummad Roll al loreidi
Priz ar gwellañ levr faltazi Ar marc’h glas, Riwal Huon, Al Liamm.
Priz ar gwellañ pladenn Ar vro didu, Oktopus Kafé, POCH AN TOER
Priz ar gwellañ oberenn Youenn Gwernig, Jean-Charles Huitorel, Aligal Production/France Télévisions
Priz ar gwellañ intrudu evit ar yaouankiz Ar Roue Marc’h, TES
Priz ar gwellañ intrudu da wellaat implij ar yezh Tezenn Kelenn ar brezhoneg, komz, liamm ha norm, prezanted e stern peder reolenn-sannañ ewid brezhoneg ar skolioù, Jean-Claude ar Ruyet
Priz brezhoneger ar bloaz Teatr Piba evit ar pezh-c’hoari Eden Bouillabes.

Notenn: E-kerz an abadenn en doa Bernez Rouz, rener abadennoù brezhonek France 3, disklêriet e vo er bloaz a zeu lakaet ar Prizioù asambles gant prizioù Dazont ar yezh, roet bep bloaz gant Rannvro Breizh hag Ofis ar brezhoneg. Roet e vo ar Prizioù nevez e miz Genver 2012, e Roazhon.

2012 : 15vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar re briziet hag ar re zibabet evit ar Prizioù 2012.

Adalek ar bloaz-mañ e vez roet ur priz 1 500 euro da bep hini eus ar seizh priz kentañ, ouzhpenn ar c'hizelladur, ha 500 euro d'an eil ha trede prizioù.

Embannet en doa Bernez Tangi e nac'hfe e briz abalamour d'al lec'h dister a vez roet d'ar brezhoneg er skinwel.

E-barzh ar Maezioù Frank (Les Champs Libres e galleg) e Roazhon e oa bet aozet an abadenn e 2012, kinniget gant Goulwena an Henaff ha gant Yann-Herle Gourvès, ha lusket gant sonerezh ar strollad Alambig Electrik.

Ar juri:

  • Paskal Nignol, hanterour sevenadurel e Mirdi Breizh,
  • Jean-René Le Moullec, kelenner e Skol an emsav,
  • Anne Gouerou, pennskridaozerez Brudañ ha Skignañ,
  • Visant Roue, karget eus ar pol studi Ofis Publik ar Brezhoneg,
  • Anne-Claire Quiviger, Ajañs Sevenadurel Breizhek,
  • Per Lavanant, prezidant Kreizenn Sevenadurel Lannuon,
  • Jos Sicard-Card, prezidantez Mervent.
Rummad Roll al loreidi Ar re all
Kevredigezhioù Babigoù Breizh, servij magouri e brezhoneg
  • Mirdi-bro Plougerne
  • Symphonie de Breizh
Teulfilmoù Din-me da c’hoari, poltred un den ampechet gant Mai Lincoln hag Erwann Kermarrec
  • Ar SICA
  • Allah’s Kanañ war an hent
Frammoù publik Ti-kêr Karaez
Levrioù a faltazi Yann Bijer, gant e romant istorel Torrebenn ! (Al Liamm)
Brezhoneg er bed ekonomikel Askorn Medical, un embregerezh e Saozon-Sevigneg
  • Edubreizh
  • Les Amis du bois
Pladennoù kanet e brezhoneg Lleuwen Steffan, gant Tân
  • Yann Raoul, gant Noz an Nedeleg
  • Gweltaz Adeux, gant Ehan
Brezhoneger ar bloaz Gwenael Oillo
  • Andre er Meut
  • Lleuwen Steffan

2013 : 16vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Montroulez e oa bet aozet an abadenn d'ar 26 a viz Genver 2013, kinniget gant Goulwena an Henaff.

Rummad Roll al loreidi Ar re all
Priz ar c'hevredigezhioù Bod Kelenn evit e gentelioù noz e bro Bourlet.
Priz ar gwellañ pladenn kanet e brezhoneg Brieg Guerveno, evit e bladenn rock Bleunioù an distruj
Priz ar frammoù publik Levraoueg kêr Vrest evit implij ar brezhoneg e buhez al levraoueg
Priz ar bed ekonomikel difetis.com, ul lec'hienn da bellgargan levrioù e brezhoneg
Priz ar c'hoariva Strollad Ar Vro Bagan evit ar pezh-c'hoari Armorica Breizh
Priz al levr faltazi Pierre-Emmanuel Marais evit e romant Alje 57
Priz brezhoneger ar bloaz Thierry Jamet, evit bezan embannet Harry Potter e brezhoneg ha savet skol Diwan Pornizh

2014 : 17vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Pont-'n-Abad e oa bet aozet an abadenn d'ar 24 a viz Genver 2014, kinniget gant Goulwena an Henaff, ha gant Yann-Herle Gourvès.

Rummad Roll al loreidi Ar re all
Priz ar c'hevredigezhioù Lise Diwan, gwellañ lise Bro Frañs hervez ar Figaro
  • Klub Rugbi an Aber e Plougerne
  • Ti an douristed Kreiz-Breizh
Priz ar gwellañ pladenn kanet e brezhoneg Dom Duff evit « Babel Powwow ».
Priz ar frammoù publik Kumun Kerien, evit bezañ kaset 15 ober da benn war an divyezhegezh.
Priz ar bed ekonomikel Breizhit !, ur c’hoari nevez savet gant an ti-embann Jeux Bordier eus Sant-Malon
  • ConsoBreizh,
Priz ar wellañ oberenn kleweled Lann Vraz, sevenet gant Soazig Daniellou
Priz al levr faltazi Hervé Gouédard evit e romant Paul Sérusier ul livour e Breizh
Priz brezhoneger ar bloaz Malo Bouëssel du Bourg
  • Soazig Daniellou, evit bezañ savet ar film hir kentañ e brezhoneg, Lann vraz.
  • Isabelle Le Nabat, evit he lec'hienn genrouedad digoust «webklas», digor d'an holl, skolioù ha kerent, a ginnig dafar pedagogel.

2015 : 18vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Logunec'h e oa bet aozet an abadenn d'ar 23 a viz Genver 2015, kinniget gant Goulwena an Henaff, ha gant Yann-Herle Gourvès.

Rummad Roll al loreidi Eil ha trede priz
Priz ar strollegezhioù Mirdi ar paludoù-holen, e Bourc'h-Baz
Priz ar gwellañ pladenn kanet e brezhoneg "N’int ket deuet a-benn da ziwriziennañ ac’hanomp" Rhapsoldya
Priz ar bed ekonomikel Naoned Eyewear, lunedour e Naoned
  • Aplud, a grou c’hoarioù e brezhoneg
  • Instant Gestion en deus krouet ur meziant evit fichennoù-pae e brezhoneg.
Priz ar wellañ oberenn kleweled An dianav a rog ac’hanon, sevenet gant Avel Corre
Priz al levr faltazi Bili er mor, danevelloù gant Annie Coz
Priz brezhoneger ar bloaz Herve Sebille-Kernaudour, renet gantañ embannadur geriadur brezhoneg Treger-Goueloù Kerne-Uhel Frañsez Vallée
  • Monique Gentil, kengrouerez “Mammigoù”, un ti skoazellerezed-mamm ma vez komzet brezhoneg d’ar vabiged.
  • Quentin Morvan, bet lakaet gantañ e brezhoneg kanaouenn hollvrudet “Get lucky”

2016 : 19vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Plougastell-Daoulaz e oa bet aozet an abadenn d'ar 29 a viz Genver 2016, kinniget gant Goulwena an Henaff, ha gant Yann-Herle Gourvès.

Rummad Roll al loreidi Eil ha trede priz
Priz ar c'hevredigezhioù Labourerien-douar Breizh
  • ADEC 29, Kevredigezh evit Diguzhat ar C’hrign-bev e Penn-ar-Bed
  • AREP, evit bezañ kinniget ur stummadur e Brezhoneg
Priz ar gwellañ pladenn kanet e brezhoneg Skeud ho roudoù gant Nolwenn Korbell.
Priz ar frammoù publik CNFPT, evit stummañ implijidi ar strollegezhioù war ar brezhoneg.
  • Kumuniezh-kumunioù bro Kemperle, evit he c’hannadig “Mag16” lakaet e brezhoneg penn-da-benn
  • Ti-kêr Pontekroaz, en deus sikouret lakaat digeriñ ur skol Diwan.
Priz an embregerezhioù NumériBulle istorioù evit ar vugale da bellgargañ diwar Internet.
  • D’istribilh, ur vreserezh a Blouider hag he deus sachet ar vrud warni gant ur video e brezhoneg hag a zo bet gwelet ouzhpenn 100.000 gwech war Internet.
  • Tachenn-gampiñ Kongell e Kiberen, evit he fanellerezh divyezhek.
Priz ar wellañ oberenn kleweled “Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer”, teulfilm gant Mikael Baudu
Priz al levr faltazi UDORA pe afer an ed-du, romant skiant-faltazi gant Paskal an Intañv
Priz brezhoneger ar bloaz Romain Sponnagel evit bezañ roet lañs d’ar c’helenn ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh e bro Sant-Brieg, hag evit bezañ krouet an arload Stag.
  • Krismenn evit e stajoù kanañ hag e sonadeg war al leurenn vras en Erer Kozh.
  • Darlene Arokoh ur plac’h eus Kenya hag a zo o teskiñ brezhoneg.

2017 : 20vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Lannuon

2018 : 21vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Karaez

2019 : 22vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Bruz

2020 : 23vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2021 : 24vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2022 : 25vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Lanester e oa bet aozet an abadenn d'ar 23 a viz Meurzh 2022, kinniget gant Goulwena an Henaff, ha gant Yann-Herle Gourvès.

2023 : 26vet rummad ar prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E opera Roazhon e oa bet aozet an abadenn d'an 31 a viz Meurzh 2023, kinniget gant Goulwena an Henaff, ha gant Yann-Herle Gourvès.

Rummad Roll al loreidi Eil ha trede priz
Priz ar c'hevredigezhioù Bannoù-Heol evit al levr CD Ar Marc'h dall
  • "Kevre breizhat ar vell-droad ouezelek" evit o c'hehentiñ e brezhoneg
  • Les Chats cosmiques evit o arload "Breizhle"
Priz ar gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg Kanour noz gant Élodie Jaffré, Awena Lucas ha Yann Le Bozec.
Priz ar strollegezhioù Plougastell-Daoulaz, evit stummañ implijidi war ar brezhoneg ha bezañ sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg live 3
Priz an embregerezhioù Breizh Odyssée e Landevenneg.
Priz ar wellañ oberenn kleweled “E jardrin ur stourmer”, teulfilm gant Mikael Baudu
Priz al levr faltazi Kan ar mel gant Yannig Audran
Priz brezhoneger⸱ez ar bloaz Alvan hag Ahez evit bezañ bet e kenstrivadeg an Eurovision gant ur ganaouenn e brezhoneg skrivet ganto.
  1. Ul lesanv eo.
  2. Displegadenn bet tennet eus lec'hienn France 3 Ouest
  3. Titouroù diwar-benn an 10vet abadenn
  4. Loreet e vez an arzour evit ur bladenn e lec'h ma 'vez kalz plas d'ar brezhoneg
  5. Loreet e vez un den pe ur gevredigezh hag a zo bet oberiant-tre evit lakaat ar brezhoneg da skediñ

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.