Manche
Departamantoù Frañs | |
---|---|
Lec'hiadur | |
Anv | Manche |
Banniel | |
Arouez | Restr:Logo 50 manche.png |
Riez | Frañs |
Rannvro | Normandi-Izel |
Pennlec'h | Saint-Lô |
Niver Arondisamantoù | 4 |
Niver kantonioù | 52 |
Niver etrekumuniezhoù | 42 |
Niver kumunioù | 601 |
Poblañs hep kontoù doubl | 489 500 (2006) |
Gorread | 5 938 km² |
Stankter | 82 a./km² |
Ar Manche zo un departamant gall eus Normandi gozh, a glot gant al ledenez a vez graet Cotentin anezhi e galleg. Dont a ra an anv eus anv Mor Breizh e galleg (Manche). Koulskoude ez eus un dek bennak a zepartamantoù all war aod ar mor-se, ken e soñj tud zo eo kouezhet an anv war an tamm douar-se abalamour d'ar stumm zo dezhañ hervez ar c'hartennoù (stumm ur vilgin, a zo manche e galleg. Saint-Lô eo ar pennlec'h, un anv brezhonekaet aes dindan an anv Sant-Lo.
Kêr vrasañ an departamant eo Cherbourg. Kêrioù all: Avranches, Coutances.
En departamant-se ivez emañ Menez Mikael ar Mor, bet gwechall e Breizh.
Lodenn eo bremañ eus ar Rannvro Normandi-Izel.