[[Restr:FRANCE - Auvergne - QUEUILLE - Le méandre de la Sioule.JPG|thumb|300 px|Ar stêr ''Sioule'', en [[Arvern]].]]
[[Dourredenn]]où naturel eo ar '''stêrioù'''. Redek a reont eus ul lec'h uhel, e-lec'h m'emañ o [[mammenn]] pe o [[andon]], betek ul lec'h all izeloc'h, ''naoz'' stêrioù all, ul lenn, pe betek ar [[mor]].
Ledanoc'h eo ar stêrioù eget ar ''gwazhioù'', ar ''gouerioù'' pe ar ''froudoù'' (Sellout ouzh ar pennad [[Dourredenn]]).
Ar [[stêranvadurezh]] eo ar skiant a studi anvioù ar stêrioù.
Linenn 11:
* [[Kember]] a vez graet eus al lec'h ma kej doureier div stêr.
==Anvioù ar stêrioù ==
Gourel eo an anvioù stêrioù e brezhoneg : an [[Trev (stêr)|Trev]], ar [[Kefleud|C'hefleud]], ar [[Blavezh]].
Koulskoude eo gwregel ar gerioù [[stêr]], ha [[gwazh]].