Barzh

Kargad arbennigour war ar barzhonegoù komzet ha kanet er sevenadurioù keltiek

Ur barzh zo un den hag a sav barzhoniezh, dre gomz eilet gant un ton sonerezh gwechall, dre skrid peurliesañ hiziv. Ar ger-se zo boutin d'ar yezhoù predenek[1]. Ur c'hefridi arbennig a voe d'ar varzhed en Henamzer hag er Grennamzer, koulz er c'hevredigezhioù keltiek hag e lec'hioù all, pa vezent gopret gant ar vrientinion, roueed, priñsed hag aotrounez. Paotañ e vezont deuet da vezañ e servij ar c'humuniezhoù a-bezh. Barregezhioù pennañ ar barzh a denn da genaozañ gerioù, stenioù, talmoù ken ma sav skeudennoù, santadoù ha fromoù e-barzh spered ar selaouerien pe lennerien. Barzhoniezh eo anv an arz-se, rannet etre gennadoù, ar varzhoniezh hanez, ar varzhoniezh lourennek en o zouezh

barzh
historical profession
Iskevrennad euskaner-sonaozer, barzh Kemmañ
Stumm gourel an dikedennbardulo, bardas Kemmañ
Delwenn ur 'barzh e Mirdi Breizh, eus sevenadur La Tène. Kavet e Paoul.

 Henvarzhed 

kemmañ

Micher arzel e broioù predenek ar Grennamzer koshañ 

kemmañ

Gant ar ger-se e vez graet e brezhoneg evel er yezhoù predenek all. Kavet e vez barzhed un tamm e pep lec'h er bed kelt : bardos evit ar C'halianed, bard e gouezeleg, bardd e kembraeg, ha barth e kerneveureg.
E sevenadur keltiek an Henamzer e oa ar barzh ur c'haner ivez, a-bouez-bras er gevredigezh peogwir e lakae-eñ an hengoun dre gomz da beurbadoud. Beleion e oa ar varzhed, e-giz an drouized.


 Barzhed modern ha kempred 

kemmañ

Dibaoe ar XVvet kantved pe war-dro eo deuet ar varzhoniezh da vout personel, hag ar varzhed veur zo bet taolet er-maez eus ar gevredigezh.


E galleg ec'h implijer ivez ar ger barde, a zo bard e saozneg, deuet eus ar ger latin kar d'ar ger galianek bardos, evit envel barzhed kelt a-hervez.
Un dalvoudegezh romantel ha krennamzerel zo gant ar ger saoznek, evel ma oa gant ar ger gallek en XIXvet kantved ; un dalvoudegezh folklorel ha disprizus a vez gant ar ger gallek en amzer vremañ.

 Levrlennadur 

kemmañ
  •  Myles Dillon (renerezh), Early Irish society, 1954.

 Pennadoù nes 

kemmañ

 Notennoù ha daveennoù 

kemmañ
  1. E lod yezhoù nann-keltiek e vez graet gant ur ger a zeu eus an henc'hresianeg, e.g. poet e saozneg, poète e galleg, poeta e spagnoleg.