Mont d’an endalc’had

Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Caroline von Braunschweig
Caroline von Braunschweig e 1804
Caroline von Braunschweig e 1820

Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel, pe Caroline Amalie Elisabeth von Braunschweig-Wolfenbüttel, pe ar Rouanez Caroline (1768-1821), a oa ur briñsez alaman, merc'h d'an dug Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig (1735-1806) ha da Augusta von Hannover (1737-1806). Dre zimeziñ e teuas da vout priñsez Kembre (1795 -1820), ha goude rouanez.

He buhez

He zad a rene e Braunschweig-Wolfenbüttel, en Alamagn. He mamm a oa c'hoar d'ar roue saoz George III. Hervez Lord Stanley of Alderley, awelas anezhi e 1781, e oa ur veleganez koant. Kompren a rae galleg ha saozneg, met ne oa ket desket bras.

Aozet e voe an dimeziñ etrezi ha George, mab henañ ar roue saoz ha priñs Kembre, kenderv dezhi eta, e 1794, goude ma n'en em anavezent ket, ha petra bennak ma oa dimezet George da Maria Fitzherbert a-enep al lezenn.

Dimeziñ

E 1794 edod oc'h aozañ an dimeziñ etre Caroline ha George, priñs Kembre. N'en em anavezent ket, met George a oa prest da zimeziñ abalamour ma en doa ur bern dle, ha ma timezje e vije kresket e c'hopr roue gant ar Parlamant. Caroline a oa ur briñsez dereat war ar paper: ur Brotestantez a ouenn uhel anezhi, ha ganti e vije skoulmet un emglev gant ur stad, bihanik marteze, hogen enebet ouzh Napoleon evel ma oa Bro-Saoz.

E miz Du 1794 e tegouezhas James Harris, kont Malmesbury, e Braunschweig da gerc'hat Caroline d'he c'has gantañ da Vro-Saoz[1] Skrivañ a reas Malmesbury e evezhiadennoù diwar-benn ar briñsez: hervezañ ne oa ket plac'h a boell, techet e oa da reiñ hec'h ali re vuan, n'en em walc'he ket alies, gwiskañ a raedilhad lous.[2] Evit ar vuhezegezh vat ne ouie ket gwall vat petra e oa an dalvoudegezh anezhi[3] Malmesbury agavas anezhi kalonek avat: e-kerzh o beaj e voeklevet trouz ar ganoliadeg, tost da linennoù brezel an arme c'hall. Ma oa nec'het mamm Caroline, deuet d'o ambroug betekan aod, gant o surentez, ne oa ket spontet tamm he merc'h .[4].

D'an 28 a viz Meurzh 1795 e kuitaas Caroline ha Malmesbury porzh Cuxhaven war al lestr Jupiter. Fall e oa an amzer, ur sizhun e padas ar veaj, ha da Sul Fask, 5 a viz Ebrel, e tegouezhjont e Greenwich.

Eno en em gavas Caroline gant Frances Villiers, Countess of Jersey, serc'h a oa bet anvet da Itron ar Gambr-kousket[5] Hervez Dug Wellington e oa Lady Jersey an hini he devoa dibabet Caroline evel pried da George. Dibabet hedevoa, eme Wellington, ur vaouez "gros he doareoù, indifferent character, dihoal he neuz, dre ma kave dezhi e savje heug ouzh ar wreg hag e vije seul dostoc'h ar gwaz ouzh e serc'h."[6]. Pa welas danvez e wreg evit ar wech kentañ e c'houlennas George ur banne kognag kerkent. N'eo ket dre ma oa plijet ganti.

E 1795 e voe dimezet Caroline d'he c'henderv saoz George Augustus Frederick, priñs Kembre, lonker ha merc'hetaer, hag a voe anvet da roue Bro-Saoz war-lerc'h e dad evel George IV. N'en em gare ket an daou bried, n'en em anavezent ket a-raok an eured. Gwelout a reas Caroline diouzhtu e kave gwelloc'h ar priñs kompagnunezh Lady Jersey, he dimezell-hi (hag e serc'h-eñ) eget he hini. Mezv e oa ar paotr nevez da zeiz o eured.

Ar priñs a gave anezhi lous, pout a spered, dizesk. Hi a gave anezhañ lart ha drouk. Ur verc'h o doe koulskoude, Charlotte Augusta Kembre. Un nebeud mizioù goude e tispartias an daou bried. Ne veze ket laosket ar vamm gant he gwaz da welout o merc'h ken.

Prosez a reas an tad ouzh ar vamm a vije bet avoultrez, emezañ. E gwirionez e klaske kement tu a oa da derriñ an dimeziñ, met aner e oa.

E 1806 e oa brud fall diwar-benn Caroline, serc'heged he dije bet, ur bastard ivez. Enklask a voe en he buhez gant tud a bouez: ar C'hentañ Ministr Lord Grenville, ar C'hansellour Lord Erskine, Lord Chief Justice Lord Ellenborough and Home Secretary Lord Spencer. Embann a rejont ne oa diazez ebet d'ar brudoù fall. Met difennet e voe outi gwelout he merc'h ken alies ha ma kare.


Italia

E 1814 ez eas Caroline da chom da Italia, ha ganti Bartolomeo Pergami evel mevel. Ouzhpenn mevel avat e teuas Pergami da vezañ buan.

E 1817 e varvas he merc'h, Charlotte Augusta Kembre, er gwentloù. Klevout a reas Caroline ar c'heloù dre zegouezh, peogwir ne oa ket bet fellet d'he gwaz skrivañ ger ebet dezhi. Ar priñs ne glaske nemet terriñ e zimeziñ, hag aozañ a reas un enklask all, anvet Milan Commission, da zastum prouennoù a-enep dezhi.

Kurunidigezh

E miz Genver 1820 e varvas George III. Hag anvet e voe pried Caroline da roue, George IV e anv.
Pa voe kurunennet ar priñs George ne bedas ket e wreg, a dleje bezañ bet anvet da rouanez. Distreiñ a reas Caroline da Vro-Saoz ha ha klask a reas mont e-barzh iliz-veur Westminster met diwallet e oa an norioù gant soudarded armet, ha kaer he doe ober ha lavarout ne voe ket laosket.
Goude-se e kouezhas klañv. Mervel a reas daou viz goude, ha ne fellas ket dezhi bezañ douaret e Bro-Saoz. Kaset e voe he c'horf da Alamagn. A-hed an hent eus he zi d'ar porzh e voe engroezioù, tennañ a reas an arme war an dud.

Beziet e voe e Braunschweig.

Notennoù

  1. Plowden, p. 5; Robins, p. 5
  2. Deizlevr Malmesbury meneget gant Plowden, pp. 9–18 and Robins, pp. 6–9
  3. Meneget e Plowden, p. 16
  4. Plowden, p. 15 and Robins, pp. 9–10
  5. Plowden, pp. 20–22; Robins, pp. 11–12
  6. Holland's memoirs quoted in Robins, p. 15