Mont d’an endalc’had

Cathbad : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6: Linenn 6:
En eil testenn, e argadas Cathbad ti tad-kaer Ness, e penn ur bagad ''[[Fianna]]'' ha lazhañ 12 annezad. Eochaid ne c'halle ket dizoloiñ piv a c'hourdrouze ar c'hreñvlec'h neuze e tivizas leuskel Ness da vont gant 27 ''fianna'' da glask an dorfedourion. Hag un deiz ma tiskuizhe en ur gibelliñ en noazh en ul lenn, hec'h-unan hag hep arm ebet ganti, e tremenas Cathbad eno hag eñ ha goulenn anezhi evel gwreg. Ne c'halle ober netra arall estroc'h evit plegañ ouzh e youl. En destenn-mañ avat ez eo he bugel diwar he c'haredig, ar roue [[Fachtna Fáthach]], ha n'eo ket Cathbad eo an tad. Ness a zo tost da c'henel ar bugel pa zisklêr Cathbad he devo ur mab hag a vezo ur roue meur ha brudet bras anezhañ ma c'hall gortoz un deiz c'hoazh a-raok e c'henel. Ness a c'hortoza war ribl ur stêr anvet Conchobar hag a ro buhez an deiz war-lerc'h. Ar babig a gouezh e-barzh an dour mes Cathbad a adtap anezhañ hag a ro dezhañ anv ar stêr, Conchobar, a-raok desevel anezhañ evel pa vije e vab.

Pa zeuas [[Deirdre]] e oa an drouiz ivez pa deuas-hi war an douar, hag e tiouganas he zonkad dezhi, mes Conchobar ne reas ket forzh<ref>{{Cite book|url=http://www.sacred-texts.com/neu/hroi/hroiv1.htm|title=Heroic Romances of Ireland|publisher=Sacred-texts.com|accessdate=December 24, 2011}}</ref>. [[Cú Chulainn]] a glevas un deiz ivez e oa bet diouganet gant Cathbad e vefe leun a glod peurbadel met berr e vuhez an hini a gemerfe an armoù an deiz-se, hag ez eas kerkent da welet Conchobar da c'houlenn gantañ bout armet.
Pa zeuas [[Deirdre]] er bed e oa an drouiz ivez a ziouganas he zonkad dezhi, mes Conchobar ne reas ket forzh<ref>{{Cite book|url=http://www.sacred-texts.com/neu/hroi/hroiv1.htm|title=Heroic Romances of Ireland|publisher=Sacred-texts.com|accessdate=December 24, 2011}}</ref>. [[Cú Chulainn]] a glevas un deiz ivez e oa bet diouganet gant Cathbad e vefe leun a glod peurbadel met berr e vuhez an hini a gemerfe an armoù an deiz-se, hag ez eas kerkent da welet Conchobar da c'houlenn gantañ bout armet.

== Daveoù ==
== Daveoù ==

Stumm eus an 24 Mae 2024 da 16:51

Cathbad (Heniwerzhoneg: [ˈkaθvað]), pe Cathbhadh en iwerzhoneg a-vremañ, eo an drouiz pennañ e lez ar Roue Conchobar mac Nessa e kelc'hiad Ulaid, e gwengelouriezh Iwerzhon.

E div destenn anavezet, ma vez danevellet ganedigezh Conchobar, emañ Cathbad war-dro gant ar vamm Nessa, hag unan ag an daou a resisa eo Cathbad tad Conchobar. Da gentañ en devoa goulennet Nessa, merc'h Eochaid Sálbuide, roue Ulad, gant an drouiz petra en devoa gwelet er ragarouezioù d'ar mare-se (rak un drouiz a c'hall diouganiñ an dazont diouzh ar pezh a wel). Cathbad a eilgerias : "amzer evit engehentañ ur roue pe ur rouanez". Ne oa gour ebet tro-dro nemet Cathbad ha neuze e tivizas Ness e gemer en he gwele kerkent d'ober ur mab[1].

En eil testenn, e argadas Cathbad ti tad-kaer Ness, e penn ur bagad Fianna ha lazhañ 12 annezad. Eochaid ne c'halle ket dizoloiñ piv a c'hourdrouze ar c'hreñvlec'h neuze e tivizas leuskel Ness da vont gant 27 fianna da glask an dorfedourion. Hag un deiz ma tiskuizhe en ur gibelliñ en noazh en ul lenn, hec'h-unan hag hep arm ebet ganti, e tremenas Cathbad eno hag eñ ha goulenn anezhi evel gwreg. Ne c'halle ober netra arall estroc'h evit plegañ ouzh e youl. En destenn-mañ avat ez eo he bugel diwar he c'haredig, ar roue Fachtna Fáthach, ha n'eo ket Cathbad eo an tad. Ness a zo tost da c'henel ar bugel pa zisklêr Cathbad he devo ur mab hag a vezo ur roue meur ha brudet bras anezhañ ma c'hall gortoz un deiz c'hoazh a-raok e c'henel. Ness a c'hortoza war ribl ur stêr anvet Conchobar hag a ro buhez an deiz war-lerc'h. Ar babig a gouezh e-barzh an dour mes Cathbad a adtap anezhañ hag a ro dezhañ anv ar stêr, Conchobar, a-raok desevel anezhañ evel pa vije e vab.

Pa zeuas Deirdre er bed e oa an drouiz ivez a ziouganas he zonkad dezhi, mes Conchobar ne reas ket forzh[2]. Cú Chulainn a glevas un deiz ivez e oa bet diouganet gant Cathbad e vefe leun a glod peurbadel met berr e vuhez an hini a gemerfe an armoù an deiz-se, hag ez eas kerkent da welet Conchobar da c'houlenn gantañ bout armet.

Daveoù

  1. Kinsella, Thomas (1969). The Táin. Oxford University Press. 3 p. 
  2. Heroic Romances of Ireland. Sacred-texts.com. Retrieved on December 24, 2011.