Mont d’an endalc’had

Emgann Shimonoseki

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Emgann Shimonoseki

下関海戦
Shimonoseki Kaisen

Tamm eus Emsavadeg Chōshū
ha Kampagn Shimonoseki

Emgann Shimonoseki : an USS Wyoming
krog-ha-krog gant bigi ar c'hlan Chōshū
e pleg-mor Shimonoseki
Maread 16 a viz Gouhere 1863
Lec'h Shimonoseki
Impalaeriezh Japan
Disoc'h trec'h Amerikan
Emgannerien
Stadoù-Unanet Amerika Chōshū
Pennoù-brezel
David McDougal Mori Takachika
Niver a emgannerien

-USS Wyoming

-198 martolod ha Marines

War vor:
-an Daniel Webster,
-al Lanrick (Kosei)
-al Lancefield (Koshin)
War zouar:

-4 c'hanol
Kolloù
-1 sloop brezel labezet

-4 den aet da anaon

-7 den gloazet
-1 div wern d'ar strad

-1 vag tan d'ar strad
-1 teir gwern damfreuzet
-40 den aet da anaon

-4 c'hanol labezet

Emgann Shimonoseki, (Japaneg: 下関海戦 Shimonoseki Kaisen) a zo bet un emgann war-vor e Japan d'ar 16 a viz Gouhere 1863 o welet e krog al lestr-brezel Amerikan USS Wyoming a-enep flodad listri an daimyo Mori Takachika eus ar c'hlan Chōshū[1].

An USS Wyoming en e-benn ar c'habiten David McDougal a dagas trumm ar flodad listri japanaat (savet gant ar Stadoù-Unanet) armet ha sturiet fall. Padout a reas 2 eur o welet ar flodad japanat distrujet. McDougal a gasas daou lestr d'ar strad hag a zistrujas un trede, 40 japanat a oa bet lazhet. An USS Wyoming a oa bet tapet fall, 4 bourzhiad a oa marvet ha 7 all gloazet. Kentañ lodenn e voe d'an emgannoù a vezo e Shimonoseki anvet Kampagn Shimonoseki a zougo plas e 1863-1864 met a vezo kaset da benn gant kevredidi ar Stadoù-Unanet. Ar mare ma voe emgann Shimonoseki a voe hini fin ar ar Shogunelezh Tokugawa etre 1854 ha 1868, e-liamm gant digoradur rediet Japan etrezek ar galloudoù european hag hini Amerika .

Kemperzh

Bloavezh 1863, Impalaer Japan Kōmei, o terriñ an hengoun staliet abaoe kantvedoù ha dic'hoanaget gant digoradur Japan etrezek ar Stadoù-Unanet a grogas da vezañ ur penn politikel ha n'eo ket mui relijiel nemetken. D'an 11 a viz Meurzh ha d'an 11 a viz Ebrel 1863, a gemenas an "Urzh da skarzhañ an holl varbared" (攘夷実行の勅命). Ar c'hlan Chōshū staliet e Shimonoseki, en e benn an Aotrou Mori, a heulias an urzhioù strizh hag a grogas gant obererezhioù enep-estren. Kregiñ a reas an darvoudoù adal an 10 a viz Mae 1863, hervez an deiziataer loarel. O vont gant un hent dichek da geñver galloud ar shogunelezh, Mori a gemennas an urzh d'e nerzhioù da dennañ hep kelaouiñ war kement lestr estrañjour a dreuzfe strizh-mor Shimonoseki.

An USS Wyoming o kas ur vag japanat d'ar strad

Levrlennadur

  • "A Diplomat in Japan", Sir Ernest Satow, 2006 Stone Bridge Press, ISBN 978-1-933330-16-7
  • Christian Polak. (2001). Soie et lumières: L'âge d'or des échanges franco-japonais (des origines aux années 1950). Tokyo: Chambre de Commerce et d'Industrie Française du Japon, Louis Christophe François Hachette Fujin Gahōsha (アシェット婦人画報社).
  • __________. (2002). 絹と光: 知られざる日仏交流100年の歴史 (江戶時代-1950年代) Kinu to hikariō: shirarezaru Nichi-Futsu kōryū 100-nen no rekishi (Edo jidai-1950-nendai). Tokyo: Ashetto Fujin Gahōsha, 2002. ISBN 978-4-573-06210-8
  • Denney, John. Respect and Consideration: Britain in Japan 1853 - 1868 and beyond. Radiance Press (2011). ISBN 978-0-9568798-0-6

Notennoù ha daveennoù



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける