Mont d’an endalc’had

Grafour

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.

Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.
Grafour

Ur grafour a zo unan hag a labour war dachenn an darempredoù. Sevel a ra doareoù a bep seurt evit lakaat an darempredoù da dremen dre al lagad.

E c'houiziegezh a deu eus al lizherennañ (arz bodañ arouezioù fiñv evit sevel gerioù pe frazennoù), ar jestroù ha skeudennoù, arz ar pajennaozadur.

Gellout a reomp kavout meur a zoare labour : an embannadur, web, liesvedia, skeudennidigezh, design.

Istor

Ganet eo micher grafour er XXvet kantved. A-raok e veze implijet an dresourion bruderezh evit ober bruderezh. Disheñvel e oa pep tra : int, a rae arz dre al lagad, al lizherennourion a rae pajennaozadur ha war-dro an testennoù. Hiziv en deus ar grafour, kemeret plas an dresourion bruderezh er c'hevredigezhioù, labourat a reont evit ar vruderezh en un sevel kinnigadenn ar c'hazetennoù. Betek fin an XIXvet kantved e oa moullet arz ar grafour e gwenn ha du ha war paper. Bremañ e vez livioù, mentoù a bep seurt. Memes ma vez gant ar c'hazetennoù, magazinoù, levrioù, kaieroù pe skritelloù a bep seurt, implijet un dañvez fizik e chom ar paper an dañvez implijetañ.

Labour ur grafour

Hiziv an deiz e tremen ar grafour e devezh dirak un urzhiataer. Implijet e vez getañ an EMbann Ameilet dre Urzhiataer (EMAU). EMAU a servij da grouiñ dielloù d'ar voulidigezh dre an urzhiataer. Gantañ e vez implijet poelladoù evel Photofiltre, Photoshop evit an tresañ pe c'hoazh InDesign, OpenOffice evit ar pajennadur. Kalz reoù all e vez c'hoazh, ha pep hini e vez gant Macintosh pe Windows.