Mont d’an endalc’had

Ornithopoda

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

An ornithopoda zo un isurzhad dinosaored eus strollad an ornithischia. O anv Ornithopoda a dalvez « Treid evned », zo unan eus oferzhioù pennañ. Ul lost reutaet gant stirennoù askornek, ur juntad eus ar c'haezour a valire etrezek an tu a-dreñv hag ur beg karnek. Evel an holl Ornithischia e oant geotdeber. Kalz dent o devoa peurliesañ (betek mil dant) da chaokat an delioù. Kavet ez eus karrekaennoù anezhe er juraseg gant al Lesothosaurus, ha diwan a reas kalz spesadoù eus ar C'hretase. Kavout a raed geotdebrerien ramz e kerentiad an Hadrosauridae (da skouer Edmontosaurus).

  • Ar c'herentiadoù Ornithopoda pennañ zo :
  • Kerentiad ar Fabrosauridae : kerentiad na vez ket implijet stank hiziv, ennañ hendad an Ornithischia, en o zouez Lesothosaurus. Hemañ ziwezhañ a vez renket a-gostez peurliesañ.
  • Kerentiad an Heterodontosauridae : dinosoared bihan (ment ur c'hi), a oa o vevañ e deroù ar Juraseg.
  • Kerentiad an Hypsilophodontidae : dinosoared dister o ment (etre 1 ha 4 m), o doa daouarnoù bihan-tout gant pemp biz oute ha treid dezhe pevar biz. Bevet o deus pell, eus ar Jurasg kreiz betek diwezh ar C'hretase (da skouer Hypsilophodon pe Leallynasaura).
  • Kerentiad an Iguanodontidae : Loened daoudroadek pe pevarzroadek bras eus ar C'hretase, dezhe etre 4 ha 9 m. (da skouer : Iguanodon)
  • Kerentiad an Hadrosauridae : anvet c'hoazh « dinosaored o beg houad », o doa bevet er C'hretase uhelañ. An anevaled bras-se (etre tri ha pemzek metr hirder), o doa ur beg ledan dizent. Edo an dent pell a-dreñv a-hed an divoc'h. Emdroet a-walc'h e oant ha bevañ a raent e bagadoù(da skouer : Parasaurolophus, Corythosaurus).
  • Kerentiad al lambeosauridae : damheñvel ouzh an hadrosauridae, ha dezhe kribelloù kleuz ouzh o c'hlopenn.