Mont d’an endalc’had

Mediomatrici

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Pobloù Galia
Bro ar Vediomatriked.

Ar Mediomatrici[1], pe Mediomatriked[2], a oa ur bobl c'halian a oa o vevañ e biz Galia, diazezet e traoñiennoù ar stêrioù Meuse, Moselle ha Saar, er c’horn-bro a zo en-dro da gêr Metz bremañ. En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Treveri en hanternoz, Leuci er c'hreisteiz, Remi er gornaoueg, Triboci er reter. Divodurum Mediomatricorum (Metz) e oa o c’hêr vrasañ, e kember ar stêrioù Seille ha Mosella.

Julius Caesar e voe an hini kentañ o venegiñ ar bobl-se e-barzh De Bello Gallico, er I kantved kent JK. Hervez Caesar en em astenne o bro betek ar Roen. Kement-se a dalvez moarvat e oa deuet an Triboci eus an tu all d'ar Roen d'en em staliañ er gornaoueg d'ar stêr.

Istor

E 52 kent JK e oa bet kaset 5000 brezelour gant ar Vediomatriked da dagañ arme Caesar e seziz Alesia. Skeiñ o moneiz dezho a raent.

Displeget eo bet an anv "Mediomatrici" evel "ar bobl etre ar Matrona (Marne) hag ar Matra (Moder)."

Notennoù

  1. Hervez al latin
  2. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 86