Mont d’an endalc’had

Sibylle Anjev

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Sibylle Anjev, marvet en 1165 e manati Betania, e rouantelezh Jeruzalem, a oa kontez Flandrez.

Merc'h e oa da Foulk V, kont Anjev ha Touren, deuet da vout roue Jeruzalem.

Dimezioù

Dimezet e voe da gentañ en 1121 da Guillaume Cliton, a voe kont Flandrez, mab da Robert Courteheuse, ha degas a reas kontelezh Maine dezhañ evel argouroù. Torret e voe an dimeziñ en 1124, ha mervel a reas Guillaume en 1128.

Mont a reas da-heul he zad da Balestina ha dont a reas he zad da vout roue Jeruzalem. Eno ec'h addimezas e 1139 da Thierry Elsas, nevez deuet da vout kont Flandrez ivez.

Pa zistroas he fried Thierry Elzas d'an Douar Santel (1147-49), e oa dougerez hag e chomas da c'houarn kontelezh Flandrez. Baldwin IV Hainaut a lammas neuze war Flandrez, met Sibylle a oa darev da wilioudiñ a gasas un arme da lakaat freuz ha reuz en Hainaut, tra ma oa Baldwin oc'h ober kemend-all en Artez. Ret e voe da eskob Reims, Samson de Mauvoisin, mont da hanterour, hag un arsav-brezel a voe.

Pa deuas Thierry d'ar gêr e kasas an dorzh d'e amezeg fall.

En 1157 e fellas dezhi distreiñ da Balestina, hag ober a reas d'he fried Thierry dont d'he heul, ha setu eñ d'ober e drede beaj di eta. Pa voent erru eno e fellas dezhi mont da leanez da leandi Betania, ma varvas e 1165. (Saint-Lazare de Jérusalem)

Levrlennadur