Mont d’an endalc’had

Viborg

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Viborg, gant an iliz-veur

Viborg (distaget [ˈʋibɒːˀ] e daneg zo ur gêr eus Danmark, e kreiz Jutland. Ur gumun eo ha pennlec'h ar rannvro Midtjylland eo ivez. E miz Genver 2011 e oa annezet kêr gant 35 893 a dud, hag ar gumun gant 93 498 a dud. An eil kumun vrasañ eus Danmark eo Viborg[1] ; enni emañ lez-varn uhelañ ledenez Jutland.

Unan eus kêrioù kozh Danmark eo Viborg, ha roudoù zo bet kavet eus diazezadur ar Vikinged enni, e dibenn an VIIIvet kantved[2]. En ur c'hroashent a bouez e oa Viborg, er Grennamzer, e-kreiz al ledenez. Ur voudenn-gastell a oa eno. Dont a ra an anv Viborg eus ar benrann vi a dalvez « lec'h sakr, gwenn » ha berg a dalvez « menez ».

Brudet eo iliz-veur Viborg. Savet e voe etre 1130 ha 1180. Met meur a wech eo bet distrujet hag adsavet abaoe.

Kêrioù gevellet

Notennoù

  1. Viborg Kommune statistics
  2. Viborg History

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.